Emsavadeg Lyon

Louis François Perrin de Précy, a oa e penn an emsavidi a oa a-du gant ar roue Loeiz XVII. Poltred gant Jean-Joseph Dassy.

Emsavadeg Lyon a c'hoarvezas etre miz Mezheven ha miz Du 1793 pa droas un darn eus pobl kêr Lyon, kevreadelourien anvet Rolandins pe Girondins, a-unan gant roueelourien, a-enep ar Jakobined, anvet les Chaliers, a-du gant Vodadenn vonreizhañ vroadel Pariz a oa dalc'het gant la Montagne. Kemeret e voe ar galloud gant ar Girondins, a embanne bezañ a-du gant ar Republik, daoust m'o doa graet emglev gant harperien ar roue.

E Pariz e veze gwelet an emsavadeg evel un taol a-enep an Dispac'h, ha mennet e oa ar Vodadenn da vougañ an emsavadeg.

Kaset e voe Joseph Fouché da ziskar an emsavadeg. Fiziañs a oa ennañ p'en devoa votet lakaat ar roue Loeiz XVI d'ar marv, ha hennezh a oa bet dibennet e miz Genver.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search